AK-74
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
An AK-74 (e rusianeg Автомат Калашникова образца 1974 года pe "Kalashnikov fuzuilh aotomatek stumm 1974") a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant an ijinour brudet Mic'hail Kalachnikov e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970.
Evit implijoù all, gwelet Kalachnikov.
Remove ads
Deskrivadur
Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e rae ar braz eus fuzuilhoù an armeoù gant kalibroù bras : 7,62 × 51 mm evit broioù AFNA pe 7,62 × 54 mm evit reoù Pakt Varsovia. Er bloavezhioù 1970 e voe dibabet kalibroù bihanoc'h evit skañvaat an dafar douget gant ar soudarded ha talañ gwelloc'h ouzh endroioù emgann ar mare-se, janglennoù ha kêrioù. Broioù AFNA a zibabas ar 5,56 × 45 mm ; kement-mañ a voe graet gant ar Soviediz a savas kartouchennoù nevez 5,45 × 39 mm[1].
Evit ar munisionoù-mañ e voe kempennet an AKM (bet dija un adkempenn eus an AK-47) ha ganet an AK-74. Chom a ra tost an AK-74 d'an AKM rak 50% eus he fezhioù a zo heñvel-rik hag a c'hell bezañ eskemmet an eil gant egile. Ar starderez war veg he c'hanol a zo brasoc'h. Tizh he boledoù V0 a zo war-dro 900m/s, kalz uheloc'h evit hini un arm e 7,62 mm[1].

E-pad brezel Afghanistan e voe implijet an AK-74 evit war wech kentañ. Goude-se e servijas e brezelioù e Tchetchenia, Irak pe Siria da skouer, etre daouarn an armeoù pe strolladoù nann-gouarnamantel. Implijet e vez c'hoazh e reter an Europa, e Mongolia, gant strolladoù stourm begenn Korea an Norzh pe c'hoazh troadegiezh morlu poblel ar Vietnam. E deroù aloubadeg Ukraina gant Rusia e miz C'hwevrer 2022 ez eus bet roet miliadoù a skouerennoù eus an arm gant gouarnamant Ukraina d'ar re a felle dezhe difenn o bro. Implijet e vez an AK-74 gant an daou du er brezel-mañ[2]. Hiziv an deiz e vez produet c'hoazh gant an embregerezh armoù Izmash ha kopiennoù a vez graet dindan lisañs e Bulgaria.
Remove ads
Tro-dro d'an AK-74
Ar CIA a oa prest da reiñ 5000 a zolarioù US evit ar re gentañ a AK-74 tapet gant ar re mujahadin ha roet dezhi e-pad brezel Afghanistan. [3]

Liammoù diavaez
- (ru) Diell teknikel an AK-74.
- (fr) Kinnig un adstumm eus an AK-74 war ar chadenn Maître Luger, 26/10/2021
Daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads