765

bloavezh From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads
Fedoù berr-ha-berr
Fedoù berr-ha-berr
Fedoù berr-ha-berr
Remove ads

Darvoudoù

Europa

  • Reiñ a ra ar roue Pepin II, lesanvet Pepin Grenn, endro d'ar pab e vrientoù war Benevento ha Toskana (hag ul lodenn eus Spoleto).
  • diouer a vara en Iwerzhon hervez bloazdanevelloù Tigernach.
  • Alhred a ya da roue Northumbria war-lerc'h Æthelwald.
  • Nevez-amzer : tagañ a ra Dug Akitania Waifre ar rouantelezh frank e Septimania, e Touren hag e Bro Lyon. Diarbennet eo e nerzhioù e pep lec'h[1].
  • kas a ra Pepin Grenn ur c'hannad de galif Bagdad Al-Mansour. Distreiñ a ra ar c'hannad goude tri bloaz gant kefriaded ar c'halifat.
  • Kas a ra an impalaer bizantion Konstantin V da Bepin Grenn ar spatharios Anthi hag an tizog Sinesius evit diskoulmañ afer ar skeudennoù ha dimez Gisla, merc'h da Bepin, gant mab dezhañ. Goulenn a ra da Bepin ivez, en aner, harpañ ar politikerezh ikonoklast.

Azia

  • 30 a viz Meurzh[2], Japan : difennet eo pep difraostadur nevez gant un ordrenañs impalaerel. Tennet eo an difenn e 772.[3].
  • miz Even : kas a ra ar Vizantioned 2500 lestr a-enep ar Vulgared. Distrujet eo al lestraz gant ur barr-amzer taer[4].
  • 15 a viz Kerzu : marv an imam Jafar as-Sadiq, ar pezh a lak an islam chiit da vezañ rannet etre an Ismaelianed hag an Duodesimaned.
  • India : Deroù ren Varaguna I, roue Pandya (fin e 815). Trec'h eo war ar Pallava kevrediet gant rouaned Kongu ha Kerala[5].
  • Deroù emsavadeg Ustadh Sis a-enep an Abbasided. 300 000 C'horasan a gemer an armoù e rannvroioù Bâdghîs, Herat hag ar Sistan (765-768)[6].

Afrika

  • Sevel a ra ar meuriad berber Zenata eus Banou Ifran a-enep Kalifad Abbasid. Krouiñ a ra ur stad dizalc'h tro-dro da Tlemcen (en Aljeria a-vremañ). Adsavet eo ar c'hêr gant penn ar meuriad Abou Qourra (a oa an drevadenn roman Pomaria gwechall).
Remove ads

Arzoù ha skiantoù

  • Menneget eo er wech kentañ gant ar skridoù europat ar sistem tri fark en Europa krennamzerel, da lavaret eo an treiñ trevadoù evit gounit meur a seurt plant er memes lec'h.

Ganedigezhioù

Marvioù

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads