Disproziom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Disproziom
Remove ads

Un elfenn gimiek eo an disproziom ; Dy eo e arouez kimiek, 66 e niver atomek ha 162,500 e dolz atomek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...
Remove ads

Istor

E 1886 e voe dizoloet an disproziom gant ar c'himiour gall Paul-Émile Lecoq de Boisbaudran, e Pariz. Un disoc'h eus enklaskoù war oksidenn itriom bet boulc'het e 1794 e voe ar gavadenn-se, evel hini meur a lantanid : an erbiom 68Er e 1843, an holmiom 67Ho e 1878, hag an disproziom 66Dy neuze da ziwezhañ.
Dizehan e rae ar c'himiour dierc'hadurioù war marmor an oaled a oa en e di.

Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1950 evit kaout disproziom glan, a-drugarez da skipailh Frank Spedding en Iowa State University a zeuas a-benn da zestiañ war un argerzh kromatografiezh dre eskemmoù ionoù. Adal al labourioù-se e voe tro da zidoueziañ al lantanidoù en un doare efedus ; bremañ avat e vez graet dre eskemmoù etre dourennoù.

Eus ar gresianeg δυσπρόσιτος, dusprósitos, "diaes da gaout" e teu anv an elfenn 66.
Ne vez ket kavet 66Dy en e unan en natur, atav e vez e kailhoù hag alies gant erbiom pe holmiom.

Remove ads

Perzhioù

Ur metal liv an arc'hant eo an disproziom ; orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh. Ken blot eo ma c'haller troc'hañ un dolzennad gant ur gontell. Tu zo d'e labourat gant mekanikoù zoken, hogen disteuler fulennoù a ra pa vez tommet betek re.
Ferromagnetek eo an disproziom e gwrezverkoù yenoc'h eget -188,2 °C : treiñ a ra da warell.

Kimiek

  • Buan e tazgwered an disproziom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Dy [k] + 6 H2O [d] → 2 Dy(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][1]
  • Dilufrañ a ra an disproziom en aer, hag aes eo e lakaat da zeviñ :
4 Dy + 3 O2 → 2 Dy2O3
2 Dy + 3 H2SO4 → 2 Dy3+ + 3 SO42- + 3 H2
  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Dy pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Dy (k) + 3 X2 (g) → 2 DyX3 (k)

Izotopoù

Seizh izotop eus Dy a gaver en natur : Dy-156, Dy-158, Dy-160, Dy-161, Dy-162, Dy-163 ha Dy-164. Stabil eo an holl anezho, zoken pa zigevan 156Dy dre skinoù α da reiñ 152Gd rak tremen 1018 bloavezh eo e hanter-vuhez.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 29 anezho, eus Dy-138 betek Dy-173. War-dro 3x106 bloavezh eo hanter-vuhez ar skinizotop stabilañ 154Dy, ha 200 ms eo hini Dy-138.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Arver

  • Gwarelloù eo arver pennañ an disproziom ; kevret gant neodimiom 60Nd e ro gwarelloù a chom stabil e gwrezverkoù uhel. E kefluskerioù an aerluzelloù ha re ar c'hirri-tan hiron e reer gant hevelep gwarelloù.
  • Kevret gant ar vanadiom 23Va ez arverer Dy evit fardañ laseroù hag ardivinkoù-sklêrijennañ.
  • Kevret gant nikel 28Ni ez implijer Dy er barrennoù a reoilh al lonkañ neutronoù er c'hreizennoù derc'hanel.
  • Kevret gant magneziom 12Mg en e greñva kent bezañ arveret e greanterezh an aerlistri.
  • Kendeuzadoù houarn, kobalt pe nikel ha lantanidoù (terbiom, gadoliniom ha disproziom) a implijer da enrollañ stlennoù war kantennoù-stumm ha kantennoù kalet.

Notennoù

  1. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads