Holmiom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Holmiom
Remove ads

Un elfenn gimiek eo an holmiom ; Ho eo e arouez kimiek, 67 e niver atomek ha 164,930 e dolz atomek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...
Remove ads

Istor

E 1878 e voe dizoloet an holmiom gant ar gimiourien suis Marc Delafontaine ha Jacques-Louis Soret e Geneva, dre spektrografiezh.
En hevelep bloavezh e voe dizoloet ivez gant ar c'himiour svedat Per Teodor Cleve, pa oa o labourat war okisidenn erbiom. Div elfenn a gavas : unan vrun, a anvas holmia diwar anv latin Stockholm, hag unan wer a anvas thulia a oa tuliom oksidet.
Den ne oar piv zo deuet a-benn da gaou holmiom glan, rak disproziom a oa c'hoazh da vezañ didoueziet diouzh an holmiom a oa bet studiet.

Remove ads

Perzhioù

Ur metal eo an holmiom ; kemmañ a ra e liv hervez ar gouloù : melen eo e gouloù an deiz, ruz-orañjez dindan gouloù triliv (glas + gwer + melen). Govelius a-walc'h eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Ferromagnetek eo an holmiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -254,15 °C : treiñ a ra da warell. Kewarellek eo en 20 °C, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.

Kimiek

  • Buan e tazgwered an holmiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Ho [k] + 6 H2O [d] → 2 Ho(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][1]
  • Dilufrañ gorrek a ra an holmiom en aer, hag aes eo e lakaat da zeviñ :
4 Ho + 3 O2 → 2 Ho2O3 (trioksidenn holmiom)
2 Ho [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Ho3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Ho pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Ho [k] + 3 X2 [g] → 2 HoX3 [k]

Izotopoù

Un izotop hepken eus Ho a gaver en natur : Ho-165.
Skinizotopoù skinoberiek zo bet kevanaozet, 163Ho o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 4 570 bloavezh.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Arver

  • Gwarelloù eo arver pennañ an holmiom, peogwir ez eo ar metal muiañ-gwarellek en natur ; gantañ e c'haner ar gwarellvaezioù kreñvañ.
  • Holmiom a implijer er barrennoù a reoilh al lonkañ neutronoù er c'hreizennoù derc'hanel.
  • Laseroù a farder gant Ho, evit bezañ arveret er vezegiezh (surjianerezh an dent hag an daoulagad) hag e greanterezh al luc'hedañvoù.
  • E greanterezh ar gwer ez implijer holmiom da reiñ livioù melen pe ruz. Da stalonañ ar skalfadluc'hventerioù e talvez ar gwer-se ivez.

Notennoù

  1. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads