Erbiom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Erbiom
Remove ads

Un elfenn gimiek eo an erbiom ; Er eo e arouez kimiek, 68 e niver atomek ha 167,259 e dolz atomek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...
Remove ads

Istor

E 1843 e voe tennet div oksidenn vetalek eus un tamm kailh gadolinit gant ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander e Stockholm : unan velen, a oa oksidenn terbiom Tb2O3, hag unan roz a oa oksidenn erbiom Er2O3.
Dispis eo ar gavadenn avat, rak lantanidoù all a oa hep mar er standilhon ; e 1878 e voe tennet iterbiom 70Yb eus un tamm erbiom gant ar c'himiour suis Jean-Charles de Galissac e Geneva, hag er bloavezh war-lerc'h e voe tennet skandiom 21Sc eus an iterbiom.
Er2O3 glanoc'h a voe hiniennekaet e 1905 gant ar c'himiour gall Georges Urbain hag, en hevelep bloavezh, gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1934 e voe kenderc'het ar metal glan gant ar gimiourien alaman Wilhelm Karl Klemm ha Heinrich Bommer[1].
Evel anvioù an itriom, an terbiom hag an iterbiom e teu anv an erbiom eus Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma tenner kailhoù puilh al lantanidoù enno[2].

Remove ads

Perzhioù

Ur metal govelius eo an erbiom, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; aes eo da stummañ.
Ferromagnetek eo an erbiom e gwrezverkoù yenoc'h eget -254,15 °C : treiñ a ra da warell.
Gourzhferromagnetek eo etre -254,15 ha -193,15 °C : n'eus gwarellegezh ken gantañ.
E gwrezverkoù tommoc'h eget -193,15 °C e tro da gewarellek, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.

Kimiek

  • Buan e tazgwered an erbiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Er [k] + 6 H2O [d] → 2 Er(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][3]
  • Dilufrañ gorrek a ra an erbiom en aer, hag aes eo e lakaat da zeviñ :
4 Er + 3 O2 → 2 Er2O3 (trioksidenn erbiom)
2 Er [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Er3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Er pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Er [k] + 3 X2 [g] → 2 ErX3 [k]

Izotopoù

C'hwec'h izotop eus Er a gaver en natur : Er-162, Er-164, Er-166, Er-167, Er-168 hag Er-170.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 29 anezho, 169Er o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 9,4 devezh.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Arver

  • Haloù erbiom a implijer da reiñ ul liv roz d'ar gwer (lunedoù-heol, bravigoù) ha d'ar c'hroc'hanoù.
  • Gwer a lonk ar skinoù danruz a farder gant erbiom, a implijer e lunedoù surentez evit labourerien ar vetalouriezh.
  • Er vetalouriezh ivez e lakaer erbiom er vanadiom a-benn ma vije blotoc'h hag aesoc'h da labourat.
  • Gant erbiom e pister al luc'hedañvoù hag al laseroù a vez arveret er pellgehenterezh.
  • Laseroù pistet gant erbiom a implijer er vezegiezh.
  • Erbiom a implijer er barrennoù a reoilh al lonkañ neutronoù er c'hreizennoù derc'hanel.

Notennoù

  1. SIMON Arndtn MATTAUSCH Hansjürgen, Ryazanov Mikhail, Kremer Reinhard K., Lanthanides as d Metals, Max Planck-Institut für Festkörperforschung, Stuttgart, 2005 — ResearchGate (en) Liamm oberiant 17 C'HWE 2013
  2. BBC H2G2 (en) Liamm oberiant 17 C'HWE 2013
  3. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads