Dulenn

From Wikipedia, the free encyclopedia

Dulenn
Remove ads

Kêr-benn Republik Iwerzhon eo Dulenn (iwerzhoneg Baile Átha Cliath; saozneg Dublin). Kêr vrasañ an enez eo ivez (554 000 annezad er gêr). Gant he zrowardroioù ez eus ouzhpenn 1 200 000 a dud o vevañ enni.

Fedoù berr-ha-berr Baile Átha Cliath Dublin — Dulenn, Melestradur ...

Emañ-hi a-hed ar stêr Life, war aod reter ar vro. Diazezet e oa gant ar Ouezeled er 7vet kantved. En em staliañ a rejont ar Vikinged eno er IXvet kantved. E 1922 e teuas da vezañ kêr-benn Stad Dieub Iwerzhon.

Remove ads

Etimologiezh

Meneget e oa gant Ptoleme ul lec'h Eblana e anv tro-dro 140 goude JK.

Anat eo ar ger e brezhoneg : du-lenn da lâret eo lenn zu. Dont a ra eus ar gouezeleg dubh ha lind.

Demografiezh

Hervez niveradeg 2016 e oa 553 165 annezad e kêr Dulenn er bloazh-se, 1 270 603 annezad a oa e kontelezh Dulenn rannet e pevar takad melestradurel : kêr Dulenn, Dulenn Su, Fingal ha Dún Laoghaire-Rathdown, ha 1 804 156 annezad e rannvro Dulenn Meur.

Armerzh

Labouradeg kozh Guinness zo deuet da vezañ ur mirdi ramzel war istor ar merk.

Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e oa Iwerzhon lesanvet an Tigr keltiek abalamour d'he c'hresk armerzhel bras. Hiziv emañ staliet eno sezioù pe da nebeutañ bonioù gwezhiadel kalz embregerezhioù amerikan evel Microsoft, Google, Facebook, Amazon, eBay, PayPal, Yahoo!, Twitter, Accenture ha Pfizer.

Tizhet e oa he feur dilabour izelañ gant Dulenn en eil kard eus ar bloavezh 2018, gant 5.7% hervez an Dublin Economic Monitor[1],[2].

Sport

Thumb
Croke Park, trede stad brasañ Europa, sez ar Gevredigezh atletek gouezelek.

Unan eus stadoù brasañ Europa eo Croke Park. Eno e vez aozet krogadoù ar sportoù gouezelek evel an hurling hag ar mell-droad ouezelek, sport muiañ-karet an Iwerzhoniz. Degemer a ra ivez krogadoù etrebroadel rugbi ha sonadegoù evel re U2 ha Robbie Williams. Stad Lansdowne Road a zegemer krogadoù mell-droad ha rugbi.

Tachennoù zo e trowardrioù ar gêr evit ar redadegoù levrini, e Shelbourne Park da skouer, hag evit ar redadegoù kezeg, evel e Leopardstown. Kalz stadoù all a zo evit ar basket-ball, an handball gouezelek, an hoke war leton hag an atleterezh.

D'an 11 a viz Gouere 1998 e oa bet dalc'het rakredadeg Tro Bro-C'hall 1998 e Dulenn (a-benn d'an eur) ; aet e oa bet ar maout gant Chris Boardman (Bro-Saoz).

Kêr-benn Europa ar sport a oa Dulenn e 2010.

Remove ads

Tud brudet

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Gevellerezh

Skoulmet e vez ivez liammoù mignoniezh gant kêrioù all :

Remove ads

Skeudennoù



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads