Dun
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Dun, Din (e Breizh ha Bro-Gembre dreist-holl) ha Don zo ur ger keltiek kozh hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Europa. Talvezout a ra kement ha kreñvlec'h, hag ivez torgenn. Meur a brantad amzer a zo da gemer e kont :
- Oadvezh an Houarn, ma eo savet an dun-où gant ar Gelted kozh. Seblant a reont bezañ erruet er VIIvet kantved kent JK en Enez Vreizh da skouer,
- an Henamzer, ma teu ar stumm latin Dunum, eus ar stumm galianek Dūnon (gant un "u" hir). Setu perak e kaver an elfenn Dunum en anvioù latin al lec'hioù ma oa staliet ar Gelted kozh d'ar mare-se, da lavaret eo en ul lodenn vras eus Europa : Alamagn, Bro-C'hall, Spagn, an Izelvroioù, Norzhitalia, Katalonia, Polonia, war ribl an Danav (Serbia, Bulgaria, Roumania), hag all.
- evit a sell ouzh ar broioù keltiek a-vremañ, da lavaret eo ar re en deus miret ur yezh keltiek e-hed ar c'hantvedoù da heul, ar stumm Dún a gaver er broioù gouezelek hag ar stumm Din er broioù predenek.
Remove ads
Alamagn
Belgia
Breizh
- Dinarzh (din + ard, arz, torgenn, kreñv uhel), ur gêr e Bro Sant-Maloù
- Dinan, ur gêr e Bro Sant-Maloù
- Dineol (din + heol), ur gêr e Bro-Gerne
- Beg Din, ur beg-douar e gourenez Kraozon
- Kastell-Dinan, ur voudenn-gastell e Plouigno, e Treger
Bro-C'hall
- Autun (Augustodunum e latin),
- Champéon (Cambodunum) e Loire,
- Châteaudun (Castellum ha Dunos)
- Diou (Noviodunum), en Allier
- Issoudun
- Noiodunum, anv kozh Jublains e Mayenne
- Laon (Lug + dūnon) en Aisne
- Loudun
- Lyon (Ly-on, Lugdunum, kreñvlec'h an Doue Lug)
- Meudon
- Montagne de Dun e Saint-Racho e Bourgogn
- Montverdun, e Loire
- Neung-sur-Beuvron (Noviodunum) e Loir-et-Cher
- Nevers (Noviodunum) e Nièvre
- Nouan-le-Fuzelier (Noviodunum)
- Suin (Segodunum), e Saône-et-Loire
Remove ads
Bro-Saoz
- Bredon Hill, anv un dorgenn e Worcestershire : "bre-don hill" zo ur relavar tripl !
- Cambodunum, ur lec'hienn roman kozh e Kornôg Yorkshire
- Din Guoaroy, Northumberland – anv kozh Bamburgh, kevatal da din-gwarae e kembraeg.
- Dinckley, ur gêriadenn e Lancashire
- Dinder, ur gêriadenn e Somerset
- Dinedor, ur gêriadenn e Herefordshire
- Dunmallard Hill, ur dorgenn e Cumberland
- Durham (Dunelm) e kontelezh Durham
- Glendinning Rigg, e Cumberland
- Londesborough, Yorkshire (Lugudunum)
- London, anv saoznek Londrez (Londin-ium e latin)
- Rigodunum, Lancashire
- Segedunum, Northumberland
- Uxelodunum, Cumberland – e kembraeg ucheldin ("kreñvlec'h uhel").
Remove ads
Bro-Skos
- Dinedin (Dùn Èideann e gouezeleg)
- Dumbarton (Dùn Breatann)
- Dumfries (Dùn Phrìs)
- Dun Ban
- Dunblane
- Dunbar (Dùn Barra, hag a zo e-unan ur "gouezeladur" eus ar c'humbrieg din-bar)
- Dun Cromore
- Dundee (Dùn Dèagh)
- Dunfermline
- Dunkeld (Dùn Chailleann)
- Dunoon
- Duns
- Dun Telve ( Dùn Teilbh)
Bulgaria
- Dunonia, anv-kozh Vidin, ur gêr hag ur broviñs e Gwalarn ar vro, war ribl an Danav, e-kichen Roumania ha Serbia.
Italia
An holl lec'hioù-mañ zo e Norzh Italia :
Iwerzhon
- Dún Laoghaire, ur gêr vras e kontelezh Dún Laoghaire-Ráth an Dúin
- Dún Dealgan (Dundalk), ur gêr e kontelezh Lú
- Dún Aonghasa, ul lec'hienn henoniel
- Dún Pádraig , kêr-benn kontelezh An Dún e Norzhiwerzhon
- Dún na nGall ('kreñlec'h an estrañjourien') (Donegal), ur gêr e kontelezh Dún na nGall
- Dún Geanainn (Dungannon), ur gêr e kontelezh Tír Eoghain e Norzhiwerzhon
- Dún Mór (Dunmore), ur gêr vihan e kontelezh Gaillimh
- Dún Gar (Frenchpark), ur gêr vihan e Kontelezh Ros Comáin
- Dún na Séad (Baltimore), ur gêriadenn e kontelezh Corcaigh
- Dún Mánmhaí pe Dúnmaonmhuí (Dunmanway), ur gêr vihan e Kontelezh Corcaigh
An Dún Mór (Dunmore Head) zo ur beg-douar e kontelezh Ciarraí.
Izelvroioù
- Leiden (Lugdunum Batavorum, Lugdunum ar Vataved)
Katalonia
- Besalú (Bisuldunum),
- Rodés (Segodunum) e Pireneoù-ar-Reter,
- Verdú (Virudunum).
Kembre
- Dinas Mawddwy, hag an anv dinas, stankik er vro.
- Din Silwy, anavezet ivez evel Bwrdd Arthur .
- Dinbych (kreñv bihan)[1], e Sir Ddinbych
- Caerfyrddin (Moridunum, kreñv mor pe kreñv Merzhin), e Sir Gaerfyrddin
- Tyndyrn (din + d/teyrn), reier ar roue), e Sir Fynwy
Kernev-Veur
Loren
- Audun ne seblant ket dont eus dun, met eus an anv latin Aqueductus, dourbont,
- Liverdun (Liberdunum) e Meurthe-et-Moselle
- Verdun (Verodunum) e Meuse
Okitania
- Chambezon e Liger-Uhel
- Castèlverdun (Castrum Verodunum), Château-Verdun e galleg, en Ariège
- Ambrun (Eburodunum), Embrun e galleg, en Alpoù-Uhel
- Verdun, en Ariège,
- Verdun, en Aveyron, hiriv e Quins,
- Verdun de Lauragués, Verdun-en-Lauragais e galleg, en Aude,
- Verdun-sur-Garonne, e Tarn-et-Garonne.
Polonia
- Lugidunum, anv kozh Legnica, da lavaret eo kreñvlec'h al Lugii, ur bobl keltiek
Roumania
- ul lec'hienn henoniel eus ur c'hamp roman anvet "Noviodunum", e-kichen genoù an Danav, e-kichen Isaccea
Savoia
- Sion (Sedunum), kumun kozh bremañ e-barzh Vallières-sur-Fier
Serbia
Slovenia
- Drnovo, lec'h ma oa kêr Neviodunum e mare pobl keltiek al Latobici
Spagn
- Canal de Berdún, en Aragon,
- Navardún, en Aragon.
Suis
- Nyon (Ny-on, Noviodunum)
- Yverdon (Eburodunum)
Er Bed Nevez
Pennadoù kar
- Noviodunum, kêr nevez, anv meur a lec'h
- Dunedin
- London (disheñvelout)
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads