Europiom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Europiom
Remove ads

Un elfenn gimiek eo an europiom ; Eu eo e arouez kimiek, 63 e niver atomek ha 151,964 e dolz atomek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...
Remove ads

Istor

Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini an europiom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar ger gresianek evit "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom 64Gd a voe tennet diwarnañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880.
Ne oa ket echu an istor c'hoazh avat : e 1896 e kredas d'ar c'himiour gall Eugène-Anatole Demarçay e oa un trede elfenn er samariom, a zeuas a-benn da hiniennekaat e 1901 hag a anvas europiom en enor da Europa.

Remove ads

Perzhioù

Ur metal liv an arc'hant eo an europiom glan. Dre ma vez oksidet buan en aer hag en dour ne vez gwelet nemet en e stumm dislivet. Orjalennus eo an europiom, e zouester o vezañ par da hini ar plom 82Pb ; treluc'hek e teu pa vez kendeuzet gant elfennoù all. Dreistreüs e teu 63Eu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -271,35°C ha da c'houzañv ur gwaskad kreñvoc'h eget 80 GPa.

Kimiek

Al lantanid dazgweredusañ eo an europiom.

  • Par da hini ar c'halkiom 20Ca eo e zazgweredusted en dour :
2 Eu [k] + 6 H2O [d] → 2 Eu(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
  • Buan e vez oksidet en aer, ha peg a ra an tan ennañ pa vez lakaet etre 150 ha 180 °C ; oksidenn europiom(III) a ro neuze :
4 Eu [k] + 3 O2 [g] → 2 Eu2O3 [k]
2 Eu [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 [Eu(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3H2 [g]

Izotopoù

Europiom-151 hag Eu-153 a gaver en natur, 153Eu o vezañ an hini paotañ hag an hini stabilañ. Skinizotopoù zo bet kevanaozet dre skiriedigezh, 35 anezho, an hini stabilañ o vezañ Eu-150.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Arver

Nebeut a zedalvezadurioù zo d'an europiom ; tennañ splet eus treluc'h e genaozadoù a reer peurvuiañ.

  • Er gwer a implijer da fardañ laseroù hag ardivinkoù luc'helektronek all e lakaer oksidenn europiom Eu2O3 a-benn kaout ul liv ruz : er skrammoù skinwel e kaver etre 0,5 hag 1 g ag europiom, a gaver ivez er c'hleuzeurioù (lampoù) treluc'hek. Lod kenaozadoù Eu a ro ul liv arc'hlas, ha dre o meskañ gant terbiom 65Tb — a ro ul liv etre melen ha gwer — e c'haller kaout gouloù arwenn.
  • Arveret e vez a-wezhioù evit lonkañ an neutronoù en dazgwerederioù derc'hanel.

Notennoù

  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads