Samariom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Samariom
Remove ads

Un elfenn gimiek eo ar samariom ; Sm eo e arouez kimiek, 62 e niver atomek ha 150,36 e dolz atomek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...
Remove ads

Istor

E 1879 e voe dizoloet ar samariom gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran en un tamm kailh samarskit, (Y,C,U,Fe)3(Nb,Ta,Ti)5O16.
Diwar anv ar c'hailh samarskit e tibabas Paul Émile de Boisbaudran hini an elfenn nevez.

Douaroù rouez all a voe tennet eus ar samariom bet hiniennekaet e 1879, rak ampur e oa : ar gadoliniom 64Gd e 1886 hag an europiom 63Eu e 1901.

Perzhioù

Ur metal liv an arc'hant eo ar samariom glan. Oksidet e vez tamm-ha-tamm pa vez lezet en aer, ha pegañ a ra an tan ennañ e 150 °C. Zoken pa vez miret en eoul e vez oksidet, ar pezh a ro ul liv gris-arvelen dezhañ. Evit ma chomfe lufrus ez eo ret e virout en un endalc'her gant ur gaz diheged evel an argon 18Ar.

Kimiek

  • Gorrek e tazgwered ar samariom gant dour yen, ha buan gant dour zomm :
2 Sm [k] + 6 H2O [d] → 2 Sm(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][1]
2 Sm [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 Sm [dz] + 3 SO4 [dz] + 3H2 [g]

Izotopoù

Skinoberiek eo ar samariom a gaver en natur. Pevar izotop zo : 144Sm, 150Sm, 152Sm ha 154Sm.
Samariom-152 eo an hini paotañ.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Arver

  • Gwarelloù samariom-kobalt (SmCo5 pe Sm2Co17) eo an arver pennañ. Dek mil gwezh galloudusoc'h eget ar gwarelloù graet diwar houarn eo ar gwarelloù-se ; n'eus nemet ar re a zo fardet diwar neodimiom a zo galloudusoc'h c'hoazh, hogen diaesoc'h eo diwarellaat ar re Sm-Co, ha betek 700 °C da nebeutañ e chomont stabil (300-400 °C evit ar gwarelloù Nd).
E kefluskerioù bihan, e selaouelloù, klevelloù ar binvioù-seniñ e kaver hevelep gwarelloù.
  • Evel ar prazeodimiom e kaver samariom er c'hleuzeurioù dre wareg a vez implijet e greantelerezh ar sinema.[2]
  • Arveret e vez da greñvaat strinkennoù fluorid kalkiom CaF2 evit fardañ laseroù.[3]
  • Samariom a implijer da fardañ gwer a zo gouest da lonkañ arskinoù danruz.[3]
  • Implijet e vez ivez da lonkañ neutronoù en dazgwerederioù derc'hanel.[3]

Notennoù

  1. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
  2. CRC Handbook of Chemistry and Physics
  3. Royal Chemical Society (en) Liamm oberiant 28 GEN 13

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads