Gwitreg
kumun e departamant an Il-ha-Gwilen, e Frañs From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Gwitreg a zo ur gumun e departamant Il-ha-Gwilen e Breizh-Uhel, tost d'an harzoù gant Bro-C'hall, war an hent bras a gas da Bariz. Anv an dud: Gwitregad (Gwitregiz), Gwitregadez (-ed).
Remove ads
Douaroniezh
Kumunioù amezek
Anv
Erwan Vallerie ː Vitriacum, 1070
Ardamezioù
|
Istor
Orin
- Savet eo kêr Gwitreg en-dro d'ar c'hastell-kreñv adal an XIvet kantved; koulskoude, pa weler ar peulvanoù nepell ha dismantroù un atant galian-roman nes, eo anat eo hir istor pobladur en ardremez. Lec'hiet evel ma oa war harzoù breizh e oa dezhi da zifenn ar vro diouzh an amezeien (Maine, Anjev, Normandi ha Bro-C'hall). Hevelep karg a oa ivez gant kêrioù (Felger, Sant-Albin-an-Hiliber, Gwerc'h-Breizh, Kastell-Briant, Ankiniz ha Klison).
XIIIvet kantved
Etre 1220 ha 1240 e voe savet mogerioù-difenn. Kreskiñ a reas fabourzhioù: Rachapt, Sainte-Croix, Saint-Martin, La Mériais, Hellerie). Adalek 1251, gant dimezioù etre an tiegezhioù Gwitreg ha Laval, ha dre vras tiegezhioù uhel Breizh ha re Vro-C'hall, a gaso da stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall en 1532.
Dispac'h Gall
- Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Gwitreg da benn un distrig[3].
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
Eil Brezel-bed
- Mervel a reas 47 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- D'ar 14 a viz Even 1940 e kouezhas un nijerez Fairey Battle, marilhet L5513 ha kodet PM-L, eus ar 103th Squadron eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Gwitreg; he zri nijour a c'hellas en em gavet gant o c'henseurted[7],[8],[9].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Tri soudard a varvas[10].
Brezel Aljeria
- Daou vilour a varvas [11].
Remove ads
Brezhoneg
- Hervez ur studiadenn gant Ofis ar Brezhoneg e vije 150 brezhoneger e korn-bro Gwitreg[12].
Deskadurezh
- E distro-skol 2024 e oa 96 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (4,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[13].
Kelenn d'an oadourien
- Dalc'het e vez kentelioù-noz brezhoneg gant Skol an Emsav, abaoe miz Gwengolo 2010.
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1762

Tud
- Pierre Landais.
- Lucien Lechat (21 a viz Ebrel 1891-1915), unan eus Pevar C'haporal Souains, bet fuzuilhet d'ar 17 a viz Meurzh 1915 evit laoskentez gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ, bet roet o enor dezhe en-dro e 1935; mavour e oa e Gwitreg[14],[15].
- Pierre Méhaignerie.
- Markizez Sévigné.
Tud bet ganet eno
- 1483 : Jacques Collebaut, sonaozour.
- 1519 : Bertrand d'Argentré, istorour ha gwiraour.
- 1827 : Arthur Le Moyne de la Borderie. istorour Breizh ha diellour.
- 1879 : Jean Choleau, armerzhour hag emsaver.
- 1900 : Morvan Marchal, tisavour hag emsaver.
- 1925 : Michelle Lorraine, skrivagnerez.
- 1979 : Jérôme Lebouc, melldroader.
Tud bet marvet eno
- Arthur Le Moyne de la Borderie, istorour Breizh ha diellour, 17 a viz C'hwevrer 1901.
Ardamezeg ar familhoù
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk

- Kastell Gwitreg.
- Kastell Reier Sevigneg.
- Iliz katolik an Intron-Varia, XIVvet kantved.
- Iliz katolik Sant Varzhin, XVvet kantved.
- Chapel Sant-Nikolaz.
- Monumant ar re varv (fr)Memorial Genweb</ref>.
- Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Gevelliñ
Gevellet eo gant 8 kêr :
|
Sport
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn
- 30 a viz Mezheven 1985 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Gwitreg ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia).
- 1añ a viz Gouere 1985 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwitreg ha Felger (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo La Vie Claire.
- 3 a viz Gouere 1995 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Perroz-Gireg ha Gwitreg ; trec'h eo Mario Cippolini (Italia).
- 5 a viz Gouere 2000 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Gwitreg ; trec'h eo Marcel Wüst (Alamagn).
- 6 a viz Gouere 2000 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwitreg war-du Teurgn (Indre-et-Loire).
- 7 a viz Gouere 2006 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lisieux ha Gwitreg ; trec'h eo Robbie McEwen (Aostralia)
Liammoù diavaez
Levrlennadur
- (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads


