Il-ha-Gwilen

departamant Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia

Il-ha-Gwilen
Remove ads

An Il-ha-Gwilen[2] (distaget: [ˌiˑlaˈɡwiːlɛn](Daveoù a vank)), Il-ha-Gwilun[3], Ille-et-Vilaine e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [i.l‿e.vi.lɛn]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da-heul ar Reveulzi c'hall. E biz ar vro emañ, Roazhon eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 35 an niverenn roet dezhañ.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro ...
Remove ads

An anv

C'hoarvezout a ra eus anvioù stêrioù, evel alies e departamantoù Frañs, re ar stêrioù Il ha Gwilen. Meur a wech ez eus bet kaoz da cheñch anv d'an departamant hep nad afe an traoù betek penn.

Hervez un diviz eus an 20 a viz Mezheven 2013 er c'huzul-departamant e tlefe annezidi Il-ha-Gwilen bezañ anvet Bretilliens e galleg, un anv perc'hennet gant an departamant. Dizemglev ez eus bet a-zivout an diviz-mañ[4].

Remove ads

Douaroniezh

Thumb
Kartenn Il-ha-Gwilen.

Istor

Savet eo bet diwar Bro-Roazhon, lodenn reter Bro-Sant-Maloù, ul lodenn vras eus Bro-Zol, un toullad parrezioù eus Bro-Wened er mervent, hag un nebeud parrezioù eus Bro-Naoned er su.

Kêrioù

Muioc'h a ditouroù Kumun, Poblañs (2022) ...
Remove ads

Poblañs

1 109 232 annezad a zo ennañ hervez niveradeg an EBSSA e 2022 war 6 775 km².

Arondisamantoù an Il-ha-Gwilen

E Roazhon emañ prefeti an departamant. E Sant-Maloù, Felger, ha Redon eo staliet an isprefetioù.

Ar c'huzul-departamant

Jean-Louis Tourenne, eus ar Strollad Sokialour Gall, a oa prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen etre 2004 ha 2015.

Brezhoneg

Ar c'helenn divyezhek :

  • 4 c’humun a zo klasoù divyezhek publik enno (Roazhon, Sant-Maloù, Redon, ha Bruz). 0,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez (Ofis ar Brezhoneg).
    • Bec'h e oa bet e Bruz e miz Gwengolo 2009 pa oa bet nac'het digeriñ ur c'hlas divyezhek gant an Enseller Akademiezh Jean-Charles Huchet.
  • 4 c’humun a zo klasoù prevez divyezhek enno (Roazhon - skolioù Sant Yann Bosco ha Sant Mikael - Gwitreg, Redon ha Kastell-Bourc'h).
  • 3 c'humun zo enno ur skol Diwan en departamant : e Roazhon (2 skol), Gwipedel hag abaoe miz Gwengolo 2013 e Felger.
Remove ads

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Fedoù berr-ha-berr

Daveoù ha notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads