Parsek
unanenn hedoù er steredoniezh From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Er steredoniezh e reer parsek (TermOfis ; eus ar saozneg parsec), berraet dre pc, eus un unanenn a implijer evit muzuliañ hedoù bras-bras etre korfoù-egor a zo er-maez eus koskoriad an Heol. Kevatal eo da war-dro 30,9 milion a gilometradoù, eleze 3,26 bloavezh-gouloù (bg) ha 206 265 unanenn steredoniel (au).
Ijinet eo bet an unanenn-se evit eeunaat ar jediñ hedoù en egor, neuze e vez arveret er steredoniezh hag en astrofizik, petra bennak ma vez graet aliesoc'h gant ar bloavezh-gouloù el levrioù da ledañ ar skiantoù.
Gant ar parsec e reer peurliesañ evit muzuliañ hedoù e diabarzh Hent Sant-Jakez ; gant rakgerioù unanennoù an SI e reer avat evit hedoù brasoc'h : kiloparsec (kpc) evit ar c'horfoù-egor pellañ en hor galaksienn ha tro-dro dezhi, megaparsec (Mpc) evit ar galaksiennoù tostañ, gigaparsec (Gpc) evit ar galaksiennoù pellañ hag evit meur a gwazar.
Remove ads
Anv
Parsec zo ur berradur eus ar bomm saoznek a distance corresponding to a parallax of one second ("un hed kevatal d'un oleeunad un eilenn"), bet goveliet gant ar steredoniour saoz Herbert Hall Turner (1861-1930) e 1913[1].
- Parallax / oleeunad : dilec'hiadur hañvalat lec'h un draezenn hervez lec'h un arseller a zo o sellet outi. Dre ar c'hogn a zo etre an daou lec'h hañvalat e vuzulier an oleeunad.
Remove ads
Termenadur
Daou zoare zo da dermeniñ ur parsec, an eil o vout kevatal d'egile evel-just.
- An hed ma c'houstenn 1 unanenn steredoniel ur c'hogn 1 eilenn gwarenn (da lavaret eo 1 derez/3600).
- An hed etre an Heol hag ur c'horf-egor gantañ ur c'hogn oleeunad kevatal da 1 eilenn gwarenn.
Diviz B2 an International Astronomical Union da geñver e XXIXvet Bodadeg Veur bet dalc'het e Helsinki e 2015 a dermenas talvoudegezh ar parsec :
- 1 pc = 648 000 / au = 206 264,80624709635656598954519745 au = 30 856 775 814 913 673 metr.[2].
Remove ads
Skouerioù
- Proxima Centauri, ar steredenn a zo tostañ d'an Heol, zo war-dro 1,3 pc (4,2 bg ha 268 144,5 au) pell dioutañ.
- Un nebeud kantadoù pc zo etre an Heol hag an darn vuiañ eus ar steredennoù a c'heller gwelet eus an Douar gant un daoulagad noazh, ar re bellañ o vout meur a kpc dioutañ.
- War-dro 34 kpc (110 000 bg) eo treuz Hent Sant-Jakez, ha tremen 8 kpc (26 000 bg) zo etre an Douar ha kreiz ar c'halaksienn.
- Ur 0,78 Mpc bennak (2,5 milion a vloavezhioù-gouloù) zo betek galaksienn Andromeda.
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads