Rostrenenn
kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Rostrenenn (distaget [(h)ʀosˈtʀen] ha [ˈ(h)ʀostʀen] er vro[2]) zo ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor hag unan eus kêrioù brasañ Kreiz Breizh, 3 132 a dud enni e 2020. Ur barrez eus Eskopti kozh Kernev a-raok 1790 ha kêr-benn ar Vro Fisel eo.
Remove ads
Anv
- Bernard Tanguy (1992) ː Rostrenen, 1248 ; Rostraenen, 1254 ; Rostrenen,1262, 1267, 1269 ; Rostraenen, 1270, 1285 ; Rostrenein, 1294 ; Rostrenen, 1296 ; Rostrainen, 1317 ; Rostraenein, c. 1330 ; Rosdrenen, 1368 ; Rostrenen, 1535-1536.
- Rostraenen e oa en XIIIvet kantved[3].
- Erwan Vallerie (1995) ː Rostrenen, 1267 ; Rostroenen, 1270 ; Rostrenein, 1294 ; Rostrenan, 1306 ; Rotrelen, Rotrelan, 1320 ; Rostrenen, 1328 ; Rostrenan, 1352 ; Rostrenen, 1354, 1368 ; Rosdrenen, 1368 ; Castro de Rostrelehen ? ; Rostraenen, 1371 ; Rostrenan, 1379 ; Rosternen, 1536 ; Rostrenan, 1593 ; Rosternan, Rosternen, 1636 ; Rosternen, 1731.
Remove ads
Douaroniezh
Kumunioù amezek
Dezougen
- War al linenn hent-houarn Karaez Loudieg, serret, emañ Rostrenenn.

Ardamezioù
|
Istor
Deroù
E-pad ar prantad galian-ha-roman eo deuet Rostrenenn da vezañ ur c'hroashent asambles gant Karaez (Vorgium) abalamour d'ar marc'had dreist-holl. Dont a ra da vezañ ur gêriadenn da vat pa vez savet ur c'hastellig e koad-prenn e-kichen ur stank. An ti-kêr a vez kavet bremañ er plas-se. Ar c'hastellig-se a oa bet savet gant ur baron er VIIvet kantved goude Jezuz-Krist.
Baronelezh ha kastell
En XIvet kantved e voe savet un tour-meur e plas ar c'hastellig. Galloudus e teuas baronelezh Rostrenenn da vezañ d'ar mare-se pa oa e varon (Riwalon aet da senesal Breizh e 1068). En em ledañ a rae levezon baronelezh Rostrenenn war pevar c'hanton betek an Dispac'h gall e 1789. Ar c'hastell a oa kelc'hiet gant mogerioù-difenn uhel hag gant ar stank bepred. Lod eus baroned Rostrenenn o deus bet ur pouez bras en istor: Jafrez Rostrenenn e-pad an Eizhvet kroaziadeg (en XIIIvet kantved), ar baron Pêr VI hag a vrezele gant Beltram Gwesklin (e 1370) hag ar baron Pêr VIII, letanant an armeoù gall, ivez, a skarzhas ar Saozon eus Frañs kuit gant Janed Ark.
E 1581, Toussaint de Beaumanoir, mestr-kamp armeoù ar Roue ha baron Rostrenenn a greñvaas an tour-meur. E 1592, e-pad tri bloavezh e talc'has ar c'hastell ouzh an enebourien. Met en trede bloavezh e kouezhas ar c'hastell en e boull ha distrujet e voe evit na c'hellje ket bezañ implijet ken. Distrujet e oe da vat diwar urzh ar roue gall Herri IV e 1601, dindan Elena Rostrenn, merc'h Toussaint. Ur c'hastell nevez evit an annez a voe savet gant un embregour o chom e Kemper diwar c'houlenn an dugez Elbeuf, baronez Rostrenenn en XVIIIvet kantved. Ar varoned ziwezhañ a chomas er c'hastell-se betek an Dispac'h gall. Un toull-bac'h a voe graet gantañ (evel Kampostal), ti an archerien a vo staliet e-barzh da c'houde. Tudjentil ar vro a voe toullbac'het er c'hastell e-pad an Dispac'h.
E-pad labourioù kanol Naoned-Brest e servije ar c'hastell da bareañ ar brizonidi bolitikel, un ospital e oa d'ar mare-se. Implijet eo bet ivez evel skol ar merc'hed betek 1935, skoliatet e voent goude en ur savadur nevez: ar skol Édouard Herriot. Ar c'hastell en deus servijet evit bezañ skol an holl vugale e-pad an Eil brezel-bed, dre ma oa ar c'hkommandantur e skol ar merc'hed. Ar peurrest eus ar c'hastell a zo bet distrujet evit sevel an ti-post.
XIXvet kantved
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ
- Mervel a reas 109 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,55 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4]; unan anezhe a voe lazhet e Bellefontaine e Belgia d'an 22 a viz Eost Eost 1914[5] hag unan all e Boezinge e Flandrez Belgia d’an 22 a viz Ebrel 1915[6].
Eil Brezel-bed
- Yuzevion a gavas repu e Rostrenenn e-pad ar brezel; unan anezhe, dimezet gant ur plac'h eus ar vro, a voe flatret ha serret, mervel a reas en Auschwitz; ur vamm hag he div blac'hig a c'hellas chom kuzhet betek an Dieubidigezh[7].
- Kemeret e voe 36 000 Lur en ti-post ha 100 000 Lur er Banque populaire, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 25 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[8].
- Mervel a reas 25 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Brezelioù didrevadennañ
Brezel Indez-Sina
- Mervel a reas pevar milour eus ar gumun er Viêtnam.
Brezel Aljeria
- Mervel a reas ur soudard eus ar gumun.
Tchad
- Oberiadenn Tacaud: un adjudant eus ar gumun a varvas d’an 29 a viz Genver 1978 e Faya Largeau[9].
Bonen
- E 1970 e voe staget kumun Bonen ouzh hini Rostrenenn.
Diorroadur
En em ledet eo ar gêr tro-dro d'ar c'hastell, dreist-holl war dorgenn ar Minioù (263 metrad uhelder). A-raok an Dispac'h gall e veze korvoet ar c'hoadeier a oa tro-war-dro, diorroet eo ar gêr dre-se. 900 annezad a oa da vare an Dispac'h gall. E 1790 e teu Rostrenenn da vezañ ur gumun. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Rostrenenn da benn ur bann[10]. Krouet voe neuze un takad evit labourat an douar, Rostrenenn o vezañ e-kreiz. A-drugarez da ziorroadur ar c'hehentiñ e teu kêr da vezañ liammet gant an diavaez. Diorroet 'vez ar skoliata ivez, degas a ra skolidi ha studierien. Dont a ra da vezañ ur gêr artizanel ha kenwerzhel. Da Veurzh e c'heller kavout ar marc'had e pep lec'h e kêr. Ur vediaoueg brav-tre a zo bet savet e 1993.
Remove ads
Monumantoù ha traoù heverk
- An iliz katolik.
- Ar feunteun.
- Chapel Lokmaria.
- Maner Kampostal.
- Iliz katolik Itron Varia an Draeneg, savet er XIVvet-XVIIvet-XIXvet kantved. Bet chapel ar c'hastell-kreñv.
- Feunteun (XVIvet kantved).
- Chapel Sant Jakez (XVvet kantved).
- Chapel Lokmaria (XVvet kantved).
- Tiez kozh (XVIIvet kantved).
- Maner Kampostal.
- Monumant ar re varv el leurgêr e-kreiz ar vourc'h, luc'hskeudenn ha kartenn-bost[11]. Dioueliet e voe d’an 30 a viz Genver 1921[12].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc'hskeudenn[13].
Remove ads
Poblañs
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
Niver a annezidi

Tud
Tud bet ganet eno
- 1761 : Olivier Perrin, engravour ha livour.
- 1855 : Yann ar Fusteg, drouiz-meur.
- 1857 : Yann Vari Joanno, saver pezhioù-c'hoari brezhonek.
- 1888 : Eugène Bouché, eskob Sant-Brieg ha Landreger.
- 1945 : Marie-Renée Oget, kannadez e Bodadenn Vroadel Pariz.
- 1956 : Jañdo Robin, skolaer ha stourmer politikel ha yezhel.
- 1958 : Françoise Morvan, skrivagnerez c'hallek.
Tud marvet eno
- 1923 : Filomena Kadored, skrivagnerez vrezhonek.
- 1935 : Yann Vari Joanno, saver pezhioù c'hoari.
- 1973 : Jules-Charles Le Bozec, kizellour, d'ar 24 a viz Here.
- 1986 : Lomig Doniou.
Tud liammet ouzh Rostrenenn pe o deus bevet eno
- Christophe Honoré, skrivagner ha den a sinema gallek.
- Glenmor, barzh ha kaner brezhonek ha gallek.
- Gregor Rostrenenn, geriadurour.
- Pêr Bourdellez, beleg ha skrivagner brezhonek.
- Yann Talbot, beleg ha skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù
| |
|
Remove ads
Relijion
Burzhud miz Kerzu 1300 hag ar pirc'hirindedoù
E miz Kerzu 1300 e vije bet kavet gant un den un delwenn eus ar Werc'hez Vari e-kreiz un draeneg. Pa voe lakaet an delwenn e chapel ar c'hastell e voe pirc'hirined o tont da azeuliñ Itron Varia an Draeneg. Pardon ar Werc'hez a vez dalc'het bep 15 a viz Eost.
Brezhoneg
Ya d'ar brezhoneg
- D'an 13 a viz Gwengolo 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 19 a viz Here 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- D'an 9 a viz Mezheven 2016 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 3.
Deskadurezh
Ar festival Fisel

Ur festival anavezet e Breizh a-bezh a vez bep bloaz e Rostrenenn, hini an dañs fisel evel-just. E 2007, da skouer, e oa bet dalc'het ar 35vet festival fisel, etre an 23 betek ar 26 a viz Eost 2007.
E 1969 e oa dalc'het kenstrivadeg kentañ an dañs Fisel e Loudieg hag ar bloaz war-lerc'h e Bonen. Ac'halehont e oa bet kaset da Vêl-Karaez e 1972, met re vihan e oa deuet da vezañ sal ar gumun evit an dañserien. Goude-se e oa bet kaset da Rostrenenn. Hengounel eo an dañs fisel e Rostrenenn ha tro-war-dro, e Groñvel, e Plougernevel, Plevin, hag all.
Remove ads
Gevelliñ
- Ceann Toirc,
Iwerzhon - Le Morne-Rouge,
Martinik
Pennad kar
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads
