Sent Breizh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Sent Breizh a vez graet eus tud, bet ganet e Breizh pe o deus bevet enni, hag o deus tapet brud vras abalamour d'o feiz katolik ha d'o deoliezh. Nebeut anezho zo bet anavezet gant an Iliz katolik roman hag an darn vrasañ a oa bet lakaet da sant pe santez gant ar bobl.
Evit lod zoken n'eo ket sur e vije bet anezho ervat en tu all d'ar vojenn, ur vojenn savet ha klinket gant leaned o klask abegoù d'an azeulerezh, un nebeud kantvedoù pelloc'h. Ur sant hag e oa kontet obererezhioù burzhudus war e dro a c'helle broudañ muioc'h a feizidi er manati lakaet dindan e anv ha muioc'h a binvidigezhioù evit ar menec'h war un dro.
Setu perak ez eus bet adkavet meur a vuhezskrid e latin, dezho an talbenn « Vita + anv latin ar sant ». Diwar-benn un nebeud sent ez eus bet savet daou pe dri doare, berr pe hir pe werzaouet.
Remove ads
Seizh sant diazezer Breizh hag ar sent all
Un hir a roll a vo da sevel ha lakaet e vo en araok seizh sant hag a zo bet anvet « seizh sant diazezer Breizh » peogwir, hervez an hengoun, o deus diazezet er Grennamzer Uhelañ seizh eskopti ar vro ; war a seblant o deus kemeret ur perzh dibar er mare ma tivroas ul lodenn eus Brezhoned Enez Vreizh. An degouezh-mañ a voe an abeg evit reiñ anv Britannia minor, "Breizh vihan" da gornôg Arvorig galian-ha-roman.
Seizh sant diazezer Breizh eo :
- sant Brieg, eskob Biduce, deuet da vezañ Sant-Brieg ;
- sant Kaourintin, eskob Kemper ;
- sant Maloù, anvet MacLaw ha Malo ivez, eskob Sant-Maloù ;
- sant Paol Aorelian, eskob Occismor, deuet da vezañ Kastell-Paol ;
- sant Padern, eskob Gwened ;
- sant Samzun, eskob Dol ;
- sant Tugdual, eskob Treger anvet sant Pabu ivez.
Remove ads
Un engroez a dud santelaet e Breizh
Hervez un hengoun e vije « seizh mil seizh kant seizh sant ha seizh-ugent » e Breizh, da lavaret eo 7 847.
E Lanriware e weler ur bez ledan a-walc'h hag ennañ e vije bet beziet 7 847 soudard a vije marvet diwar un emgann en amzer galian-roman.
Setu amañ roll an dud santel a gaver en deiziadurioù brezhonek.
- Da heul pep anv e kavor deiziad e ouel.
- Meur a anv pe ouel a vez a-wechoù evit un den ; en notennoù emañ ar roadennoù all a zo bet kavet.
Sent
Santezed
Remove ads
Ar Re wenvidik
- Charlez Bleiz (gwenvidig), dug Breizh
- Juluan Maner, prezeger misionoù ha yezhoniour brezhoneg
- Visant Enored, Joseph Boissel (1909-1969), Jean-Baptiste Malo douklazhet el Laos ha gwenvidikaet d'an 11 a viz Kerzu 2016.
Ur den lakaet evel sant diwar ijin ar bobl :
- Sant Yann Diarc'hen, alias Santig Du, beleg breizhat marv gant ar Vosenn zu e Kemper.
Levrlennadur
Galleg :
- Tous les prénoms bretons. Alain Stéphan. Universels Gisserot, n°16, 1996
- Grand choix de prénoms bretons. Gwennolé Le Menn. Embannadurioù Breizh, 1985 (stummoù kozh ha disheñvel, gerdarzh, lec'hioù liderezh)
- Bretagne des Saints. Florian Le Roy. Éd. André Bonne, 1959
Brezhoneg :
- Goueler ar Sent. Tepot Gwilhmod. Imbourc'h, 1994
- Buez ar Zent (la Vie des Saints), skriv. a nevez e brezounek gant an ao. chaloni Biel Morvan. Kemper, 1894
Remove ads
Pennadoù kar
Notennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads