Touvaeg

yezh From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Ur yezh altaek eus ar skourr yezhoù turkek an norzh eo an touvineg pe touvaeg (тыва дыл tyva dyl, anvet ivez tuvin, tuva, tokha, soyot, soyon, tuba, uriankhai(-monchjak), diba pe kök mungak), komzet gant tro-dro da 209.400 den en holl e Touva e Rusia (Azia) (180.000 den e 2001), en Altay e Rannbarzh Emren Yinjiang e Sina (2.400 den e 1999) hag e Hövsgöl ha Hovd Aimags e norzh ha kornôg Mongolia (27.000 den e 1993).

Fedoù berr-ha-berr Touvineg (тыва дыл tyva dyl), Perzhioù ...


C'hwec'h rannyezh ez eus disheñvel-tre an eil diouzh eben:

  • Touvineg ar c'hreiz
  • Touvineg ar c'hornôg
  • Touvineg ar biz (todzhin)
  • Touvineg ar gevred
  • Kijieg (tuba-kizhi)
  • Kijieg
Remove ads

Doare-skrivañ

Gant Lopsan-Chimit, ur manac'h tuva bouddaek eo bet ijinet doare-skrivañ broadel kentañ an tuvaeg e deroù ar bloavezhioù 30. Gwasket eo bet Lopsan diwezhatoc’h e-pad spurjoù Stalin. Lizherennoù roman a implije an doare-skrivañ-se dreist-holl, gant un nebeud lizherennoù nevez ouzhpenn evit merkañ sonioù an tuvaeg. Un nebeud levrioù zo bet embannet ennañ, en o zouez an taolioù esae kentañ evit deskiñ lenn d'an oadourien. Erlec’hiet eo bet lizherenneg Lopsan-Chimit diwezhatoc’h gant unan all diazezet war al lizherenneg kirillek en implij hiziv an deiz c’hoazh. Da-c’houde eo bet diverket roud doare-skrivañ ar manac’h eus al levrioù istor. Abaoe diskar an URSS eo krog an Duvaed hag un nebeud tud lennek all da dreiñ o selloù en-dro war istor ar skrivañ e tuvaeg. Adskoulmet eo bet neudenn an istor bremañ.

Graet e vez en deiz a hiziv gant lizherenneg ar rusianeg eta, ouzhpennet enni teir lizherenn zibar ң (latin "ng" pe Lizherenneg fonetik etrebroadel (API) [ŋ]), Өө (latin "ö", IPA [ø]), Үү (latin "ü", IPA [y]). Heuliañ-rik a ra al lizherenneg urzh al lizherenneg rusianek gant ң lakaaet just goude Н, Ө goude О, ha Ү goude У. Ne gaver pennlizherenn ebet evit al lizherenn ң n'en em ziskouez morse e deroù ger ebet.

Remove ads

Lennegezh

Pinvidik-mor eo sevenadur dre gomz an Duvaed. A bep seurt zo evel, da skouer, divinadelloù berr, rimadelloù, krennlavarioù, luziadelloù-teod betek kontadennoù marzus, hud, skrij, harozel ha danevelloù meur a zezreveller eurvezhioù-pad. E saozneg ez eus bet embannet un nebeud eus an davnevelloù meur-se, evel "Boktu-Kirish pe Bora-Sheelei" da skouer. En arvar emañ an arz dre gomz-se bremañ rak war goshaat ez a ar gonterien ha n'eus ket kalz a re yaouank evit dont war o lerc’h.

Remove ads

Keñveriadenn

Tost a-walc'h eo stumm ar gerioù a orin turkek rik implijet gant an eil yezh turkeg hag eben alies, da skouer:

Muioc'h a ditouroù Language ...
Remove ads

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads