From Wikipedia, the free encyclopedia
Beatrice Cenci (1577 – 1599) a oa un tadlazherez roman er XVIvet kantved kondaonet d'ar marv en abeg d'he zorfed.
Merc'h e oa d'ar c'hont Francesco Cenci, un den taer ha diroll e vuhez, ha da Ersilia Santacroce. Francesco hag Ersilia, goude ur briedelezh a 21 bloaz, o doa bet daouzek bugel. Seizh a vevas pelloc'h eget amzer o bugaleaj, pemp mab ha div verc'h: Giacomo (ganet e 1568), Cristoforo (1572), Antonina (1573), Rocco (1576), Beatrice (1577), Bernardo (1581), Paolo (1583).
E Roma e oa an tiegezh o chom, er rione Regola, er Palazzo Cenci, savet war dismantroù ur c'hreñvlec'h krennamzerel, nepell diouzh ghetto ar Yuzevien. O chom eno e oa ivez Giacomo, breur henañ Beatrice, Lucrezia Petroni, eil pried Francesco, ha Bernardo, mabig Lucrezia ha Francesco. Ouzhpenn-se o falez oe Roma o devoa madoù all avat, ha dreist-holl kastell La Rocca, e Petrella Salto, ur gêriadenn e-kichen Rieti, en hanternoz da Roma.
An tad en doa bet bec'h meur a wech gant justis ar pab.
Goude marv he mamm e Mezheven 1584, e oa bet kaset Beatrice, pa ne oa nemet 7 vloaz c'hoazh, a-gevret gant he c'hoar vras Antonina, da manati Santa Croce e Montecitorio gant ar fransiskaned[1]. Pa zistroas d'he ziegezh, d'he femzek vloaz, e voe ret dezhi gouzañv arsailhoù he zad, hag ac'h adimezas e 1593 d'an intañvez Lucrezia Petroni, he devoa bet ur verc'h hag a oa bet lazhet gant tad Beatrice. Bugel ebet n'o doe an daou intañv.
Francesco a oa sammet a zle, ha karc'haret e voe abalamour da walloberoù mezhus, kondaonet div wech, en abeg da daolioù spontus ("colpe nefandissime"), da baeañ bernioù arc'hant,[2].
E 1597 e oa klañv Francesco gant ar rogna hag an urloù, hag ivez evit tec'hel rak e gredourien, en em dennas da b-Petrella, ha gantañ e vibien vihan Bernardo ha Paolo, ha stad an div vaouez ac'h eas neuze war washaat.
Hervez a gonter e oa aet skuizh Beatrice gant ar bazhadoù hag arsailhoù reizhel he zad, ma kemeras perzh en diviz da aozañ muntr Francesco, graet gant he lezvamm, he breudeur, Giacomo ha Bernardo, un denjentil anvet Olimpio Calvetti[3] hag un den all karget d'ober al labour lazhañ, Marzio da Fioran, lesanvet il Catalano.
Dre ziv wech e voe c'hwitet war an taol: ar wech kentañ e voe klasket c'hoari gant kontamm, an eil gant un arsailh briganted eus ar c'hornad.
Kaset e voe ar prosez en-dro gant ar barner Ulisse Moscato ha berzh a reas an arvest. E-kerzh ar prosez e voe klevet daou eus brudetañ alvokidi ar mare: Pompeo Molella, eus Alatri, evel prokulor, ha Prospero Farinacci evit an damallidi.
Farinacci a glaskas skañvaat bec'h an tamalloù diwar chouk ar plac'h yaouank o lavarout en devoa kousket Francesco, he zad, gant he merc'h. Beatrice avat ne fellas ket dezhi ober anv eus se en he diskleriadurioù. A-benn ar fin eo gant an tamaller Molella e teuas an tu kreñv , Beatrice ha Lucrezia, a voe kondaonet da vout dibennet, Giacomo da vout dibezhiet. Evit Bernardo hepken ec'h asantas ar pab daskemmañ ar c'hastiz.
Bernardo, ar breur yaouank, ha ne oa nemet triwec'h vloaz, n'en devoa ket kemeret perzh er muntr, met kondaonet e voe abalamour ma n'en devoa ket diskuliet an irienn; met dre ma oa yaouankik ne voe ket lakaet d'ar marv : e gastiz e voe bezañ kaset da roeñvat da viken e galeoù ar pab.
D'ar marv e voe lakaet Beatrice, he lezvamm, he breur henañ, d'an 11 a viz Gwengolo 1599 diouzh ar beure, el leurgêr dirak ar C'hastell Sant'Angelo. E-touez an dud o sellout e oa ivez Caravaggio a-gevret gant al livour Orazio Gentileschi hag e verc'hig, Artemisia.
Dibennañ an div vaouez a voe graet gant ar c'hleze. Da gentañ e voe lazhet Lucrezia, goude Beatrice, ha neuze Giacomo: jahinet e voe a-hed an hent gant un durkez, lazhet gant un horzh-vrezel, ha drailhet e gorf a bezhioù.
Brudet eo bet an darvoudoù kriz a c'hoarvezas en tiegezh Cenci, ha poanioù Beatrice o deus fromet meur a zen ha dihunet ivez ranellerezh speredoù klañvidik, ha levezonet an arzourien.
E-touez an oberennoù niverus sed ar re bouezusañ:
Da noz ma lider penn-bloaz marv kriz Beatrice, d'an 11 a viz Gwengolo, e lavarer e weler tasmant Beatrice, he fenn en he dorn, el lec'h ma voe dibennet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.