Fablenn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar fablenn zo un danevell verr, berr-tre zoken peurvuiañ, skrivet e gwerzennoù kentoc'h evit e komz-plaen, en sell da gelenn. Perzhioù arall he deus: lakaat a ra an anevaled da gomz, a-wechoù ar plant, pe nerzhioù an natur, pe traoù zoken. Antropomorfekaet e vezont, da lavarout eo e vez roet perzhioù denel dezho.



Prim e vez ar c'homzoù, ha fent a vez alies. Ur gentel a vez ivez, lavaret fraezh gant an oberour peurvuiañ, e dibenn ar skrid kentoc'h eget er penn kentañ, anat d'al lenner a-wechoù.
N'eo ket evel ur barabolenn eta, rak nemet tud ne vez er parabolennoù.