Houston

From Wikipedia, the free encyclopedia

Houston
Remove ads

Houston eo kêr vrasañ stad Texas er Stadoù-Unanet, ha pevare brasañ kêr ar Stadoù-Unanet. Er bloavezh 2020 e oa 2,3 milion a annezidi o chom enni (ar pevar brasañ kêr e SUA), ha 7,8 milion er veurgêr (ar pempvet vrasañ e SUA, an eil e Teksas goude hini Dallas).

Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Thumb
Remove ads

Armerzh

Diazezet eo ar Greizenn egorel Johnson, eus an NASA, e Houston. Eno e kaver ivez an Texas Medical Center, brasañ stankted ar bed aktourien genad ar yec'hed (arnodvaoù enklask hag all). An industriezh a gont obererezhioù evel ar vichererezh, an energiezh, an treuzdougen hag an aerlestrerezh. Digoret eo ar porzh-mor, unan eus brasañ ar Stadoù-Unanet, war Pleg-mor Mec'hiko.

Sevenadur ha dudi

Birdivik eo buhezh sevenadurel Houston. 21 mirdi ha kreizennoù sevenadurel a zo en Houston Museum District lec'h ma'z eus diskouezadegoù ingal. En Houston Theater District, e kreiz-kêr ("downtown Houston"), eo oberiant nav aozadur arzoù an arvest..[1]

Skeudennoù

Kêrioù gevellet

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...
Remove ads

Tud brudet

Tud brudet liammet gant Houston :

Diduamant

Politikourien

Skiantoù

  • Bonnie J. Dunbar, astraer, ,kellener, rener Aerospace Engineering ha rener kreizenn STEM Skol-veur Houston
  • Dr. Ellen Ochoa, renr kreizenn egorel Johnson an NASA, astraer
  • Richard Smalley, kimiour, fizikour hag astraer, bet roet Priz Nobel ar Gimiezh dezhañ e 1996
  • Robert Woodrow Wilson, astraer, ganet e Houston, diplomet e Skol-veur Rice e 1957; bet roet Priz Nobel ar Fizik dezhañ e 1976

Sportoù

  • Simone Biles, jiminourez
  • George Foreman, boksour
  • Brittney Griner, c'hoarierez basketball
Remove ads

Liammoù diavaez

Daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads