Iterbiom

From Wikipedia, the free encyclopedia

Iterbiom
Remove ads

Un elfenn gimiek eo an iterbiom ; Yb eo e arouez kimiek, 70 e niver atomek ha 173,04 e dolz atomek.

Fedoù berr-ha-berr Perzhioù hollek, Aozadur elektronek ...

Arabat eo droukveskañ gant Itriom 39Y !

Remove ads

Istor

E 1878 e voe hiniennekaet an elfenn 70 gant ar c'himiour suis Jean Charles Galissard de Marignac e Skol-veur Geneva a-douez an erbiom a oa en un tamm kailh gadolinit. An anv ytterbium a roas d'an elfenn nevez, en enor da Ytterby, ur gêriadenn e-kichen Stockholm ma teue ar c'hailh.
E 1907 e voe rannet ytterbium Galissard de Marignac e div elfenn gant ar c'himiour gall Georges Urbain : unan a anvas neoytterbia, a zeuas da vezañ an iterbiom 70Yb, hag eben a anvas lutecia, a voe anvet lutesiom 71Lu.
E 1907 ivez e voe dizoloet Yb ha Lu en ytterbia gant ar c'himiour aostrian Carl Auer von Welsbach, hag ur wezh c'hoazh er Stadoù-Unanet gant ar c'himiour saoz Charles James.
E 1953 e voe kenderc'het iterbiom peuzc'hlan[1].

Remove ads

Perzhioù

Ur metal blot liv an arc'hant eo an iterbiom. Govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù morzhol ; orjalennus eo ivez : tu zo d'e astenn hep na dorrfe.
Ferromagnetek pe c'hourzhferromagnetek eo al lantanidoù e gwrezverkoù izel, ar pezh na c'hoarvez ket gant an iterbiom : kewarellek e vez e gwrezverkoù tommoc'h eget -272,15 °C, da lavaret eo e vez desachet gant ur warellvaez diavaez.

Kimiek

  • Buan e tazgwered an iterbiom gant dour zomm, gorrekoc'h gant dour yen :
2 Yb [k] + 6 H2O [d] → 2 Yb(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
  • Dilufrañ gorrek a ra an iterbiom en aer :
4 Yb + 3 O2 → 2 Yb2O3 (trioksidenn iterbiom)
2 Yb [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 [Yb(H2O)9]3+ [dz] + 3 SO42- [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant an holl halogenoù, aroueziet amañ dre X, e tazgwered Yb pa vez tommoc'h eget 200 °C :
2 Yb [k] + 3 X2 [g] → 2 YbX3 [k]

Izotopoù

Seizh izotop stabil eus Yb a gaver en natur, daou anezho o c'houzañv an digevanidigezh da reiñ izotopoù eus an erbiom.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 27 anezho, 169Yb o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 32 zevezh.

Muioc'h a ditouroù Izotop, % en natur ...
Remove ads

Arver

  • Skinoù gamma a vez bannet gant an iterbiom-169 goude bezañ bet kenderc'het en ur greizenn derc'hanel ; e-pad miz e c'haller arverañ an andon skinoù Γ-se er vezegiezh, ma erlec'hiont ouzh ar skinoù X.
  • Iterbiom a lakaer a-wezhioù en dir disvergl evit tanavaat e c'hreunennegezh hag evit e galetaat.
  • Evel pister da fardañ laseroù da labourat en trohed-où 1 060-1 120 nm ez implijer iterbiom alies, hogen a-gementadoù munut rak techet eo da deñvalaat al luc'hedañvoù.
  • Peogwir e talm ar gouloù buanoc'h eget ar c'horrwagennoù emeur o klask fardañ horolajoù luc'hel, a vije resisoc'h c'hoazh eget ar re atomek a zo diazezet war talm ar c'heziom Cs-133. War-dro 10−17 eilenn e vije resisted hevelep horolajoù[3].

Notennoù

  1. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
  2. PEIK Ekkerhard, New "pendulum" for the ytterbium clock, Physikalisch-Technische Bundesanstalt (en) Liamm oberiant 24 C'HWE 13

Daveennoù

Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads