Dukez Breizh ha rouanez Bro-c'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Anna Breizh[1] pe Anna Vreizh[2] a zo ganet d'ar 25 a viz Genver 1477 (1476 hervez an doare kozh) e Naoned ha marvet d'an 9 a viz Genver 1514 e Blois, e Bro-C'hall, a oa dugez Breizh, war-lerc'h marv he zad e 1488, ha betek 1514.
Anna Breizh | |
Anna Breizh | |
Dugez Breizh | |
Ren | 9 a viz Gwengolo 1488 9 a viz Genver 1514 |
---|---|
A-raok | Frañsez II |
Goude | Klaoda |
Rouanez Bro-C'hall | |
Ren | 6 a viz Kerzu 1491 7 a viz Ebrel 1498 — 8 a viz Genver 1499 14 a viz Genver 1514 |
A-raok | Carlotta Savoia (Loeiz XI) Janez Bro-C'hall (Loeiz XII) |
Goude | Janez Bro-C'hall (Loeiz XII) Mari Tudor (Loeiz XII) |
Rouanez Naplez | |
Ren | 3 a viz Eost 1501 31 a viz Genver 1504 |
A-raok | Isabella del Balzo |
Goude | Izabel Iañ Kastilha |
Arc'hdugez Aostria ha Rouanez ar Romaned | |
Ren | 19 a viz Kerzu 1490 15 a viz C'hwevrer 1492 |
Buhez | |
Ganet | 25/26 a viz Genver 1477 Naoned, Breizh |
Marvet | 9 a viz Genver 1514 (36 vloaz) Bleaz, Bro-C'hall |
Bez | 15 a viz C'hwevrer Penniliz Saint-Denis |
Tiegezh | Moñforzh |
Tad | Frañsez II, dug Breizh |
Mamm | Marc'harid Foix |
Priedoù | Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel (1490, nullet e 1492) Charlez VIII Bro-C'hall (1491, marvet e 1498) Loeiz XII Bro-C'hall (1499) |
Diskennidi | Charles-Orland Klaoda, dugez Breizh, rouanez Bro-C'hall Renée, dugez Ferrare |
Relijion | Katolik |
Dre he dimezioù e voe ivez :
Merc'h e oa da Frañsez II (1435-1488), dug Breizh, ha d'e eil wreg Marc'harid Foix (war-dro 1449-1486), priñsez a Navarra. Keniterv a oa da Anna Foix, rouanez Hungaria.
War a seblant ne oa ket gwall anavezet hec'h anv-badez er vro a-raok hec'h amzer ha ne voe ket a barrez anvet Santez Anna a-raok ar XVIvet kantved. Un anv boutin e oa deuet da vezañ avat war-dro fin ar XVvet kantved e Bro-C'hall. Un anv stank e vo e Breizh war-lerc'h emziskouezioù Santez Anna dirak daoulagad Iwan Nikolazig en Alre er XVIIvet kantved.
Nebeut a dra a ouzer eus he buhez a-raok marv he zad. Savet e voe dindan evezh Françoise de Dinan, itron Laval ha Kastellbriant. Evel bugale an noblañsed uhel e voe desket dezhi lenn ha skrivañ e galleg ha komz un tamm latin. Hervez ar vojenn he dije desket un tamm brezhoneg gant ur vatezh. Tud zo a lavar n'he devoa ket bet deskamant a-raok erruout e lez ar roue gall, dre ma ne oa ket troet he zad gant ar sevenadur. Koulskoude e oa ur barzh en e lez, a gane e glodoù, hag a oa anvet Jean Meschinot.
Sellet e veze outi gant priñsed ar broioù amezek rak Breizh a oa ur preizh mat evit meur a hini.
Mab ebet n'en doa bet an dug Frañsez II digant e wreg. Evit dizarbenn an diaezamantoù a c'halled gortoz gwelout e c'houlennas an dug digant Stadoù Breizh anavezout Anna evel danvez dugez e 1486.
Peadra a oa d'arguzenniñ diwar-benn lakaat Anna da bennhêrez rak hervez feur-emglev Gwenrann e 1365 ne oa ket kaoz ne vije ket a vab en unan eus an div familh e oa ar gwir ganti da gaout ar gurunenn, da lavarout eo e ti ar re Voñforzh pe ar re Bentevr. Ar baotred a oa war ar renk a oa eus daou du neuze:
Da gentañ e felle dezhañ dimeziñ gant Anna, goude-se dimeziñ e vab dezhi. Prometet e oa bet dorn Isabeau (c'hoar Anna) d'e vab, nemet mervel a reas a-raok an eured.
He dimeziñ mat eo a glask he zad ober, evit derc'hel penn ouzh roue Bro-C'hall a zo o klask lakaat e grabanoù war Vreizh. Dre ginnig da veur a briñs europat unaniñ an dugelezh ouzh o domani er stumm-se eo e voe gallet kaout skoazell diganto a-enep an enebour.
Da gentañ e voe dimezet en-ofisiel da Edouarzh, priñs Kembre, mab da Edouarzh IV. Nemet pa varvas e dad e 1483 ne voe roue nemet e-pad tri miz, dindan an anv a Edouarzh V, rak lazhet e voe e Tour Londrez gant Richarzh, dug Gloucester, a zeuas da vezañ roue dindan an anv a Richard III.
War-lerc'h e voe soñjet e meur a zimeziñ all:
E 1488 e oa faezhet armeoù Frañsez II e Sant Albin an Hiliber, war-lerc'h ar « Brezel Foll », e voe ret d'an dug plegañ da zivizoù feur-emglev Le Verger a oa displeget ennañ ne c'halle ket e verc'hed dimeziñ hep asant ar roue gall.
D'an 19 a viz Kerzu 1490 e timezas an dugez Anna, dre hanterouriezh, da Vasimilian, roue ar Romaned, a zeuy da vout Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, impalaer santel roman german. Dre se e teuas da vout rouanez ha mamm-gaer Charlez VIII, a oa bet dimezet da Varc'harid Aostria, merc'h da Vasimilian.
Daoust da soudarded eus Kastilha hag eus Bro-Saoz da vezañ deuet da skoazellañ arme an dug e 1491, e talc'has La Trémoille (hag a oa bet trec'h a Sant-Albin) gant ar brezel, hag e teuas ar roue gall da lakaat seziz war Roazhon ma oa Anna o repuiñ, evit lakaat e grabanoù warni. Skrivañ a reas Philippe de Commines, istorour ar roue gall: « Dinac'h merc'h roue ar Romaned, ha hi yaouank-flamm, a reas ar roue Charlez VIII (13 vloaz e oa an Aostrianez, 14 vloaz e oa Anna), ha kemer a reas da bried merc'h an dug Frañsez Breizh evit diwall ar peoc'h e dugelezh Breizh, a oa dezhañ tost penn-da-benn da vare ar feur-emglev, war-bouez kêr Roazhon [a oa o stourm outañ] ha merc'h an dug a oa enni. »
Goude un hir a seziz, hep skoazell a nep perzh, hep esper da zerc'hel ken, e voe digoret perzhier kêr d'ar roue hag e voe graet dimeziñ Anna ha Charlez e chapel ar Jakobined e Roazhon. Goude-se e voe kaset an dugez da gastell Langeais, war lez ar stêr Liger, nepell diouzh Tours.
Lidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren, d'ar 6 a viz Kerzu, goude ma oa dispennet d'he dimeziñ kentañ gant ar pab. Roet e voe gwirioù an daou bried war Vreizh d'an eil ha d'egile. Ma ne vije ket a vab dezho e voe divizet e rankje Anna dimeziñ gant an hini a vije roue war-lerc'h Charlez. C'hwec'h bugel o doe, nemet o-c'hwec'h e varvjont en-bihan. An hini a vevas an hirañ a oa bet anvet Charlez-Orland.
Pa varvas Charlez VIII, e timezas gant he zrede gwaz, Loeiz XII a Vro-C'hall, d'an 8 a viz Genver 1499, e Naoned.
Dre he dimeziñ e 1491 e teue Anna Breizh da vezañ rouanez Bro-C'hall. En he c'hontrad ez eus skrivet eo graet an eured evit asuriñ ar peoc'h etre dugelezh Breizh, kontelezh Naoned, ha rouantelezh Bro-C'hall. Pa voe intañvezet e 1498 e tistroas da Vreizh, hag e tizoloas lec'hioù n'he devoa ket gwelet pa oa bugel.
Pevarzek bugel he doe Anna, c'hwec'h gant he fried kentañ, a varvas a-raok o zad, hag eizh gant an eil. Eus an eizh bugel he doa bet gant hec'h eil pried avat ne chomas nemet:
E 1991 e voe lidet pempkantvet deiz-ha-bloaz eured Anna Breizh ha Charlez VIII. E Roazhon, a oa bet lakaet seziz dirazi, a oa bet o stourm ouzh an alouber hag ouzh an naonegezh, ne voe graet meneg ebet eus an darvoud.
Un timbr zo bet graet gant ar post gall en hec'h anv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.