Alan

From Wikipedia, the free encyclopedia

Remove ads

Alan zo un anv-bihan brezhonek ha saoznek.

Orin

Hervez Ferdinand Lot e c'hallfe dont eus an anv latin Alanus, a veze graet eus un den eus pobl an Alaned, pa oa bet degaset soudarded eus ar bobl-se, a oa o chom e kostez Iran war-dro deroù ar Vvet kantved, da ziwall ar stêr Liger e-kichen Brezhoned deuet eus Enez Vreizh[1].
Diaes eo krediñ e teufe an anv-se eus an darempred etre Alaned ha Bretoned hepken, eme Léon Fleuriot[2]. Dont a ra moarvat eus ur ger keltiek kozh a gaver roudoù anezhañ en henvrezhoneg, e brezhoneg, en hengembraeg, e kembraeg, en heniwerzhoneg evit envel ul loen gell-rous e vlevenn.

Kavet e vez o talvezout "menn-karv" e Canu Aneirin, B2.28, linenn 1125 : "gnaut i-lluru alan buan bithei", "boas e oa da vezañ mibin evel ur menn-karv"[3].

Degaset e voe an anv-se da Vro-Saoz gant Bretoned o doa kemeret perzh en aloubadeg ar vro-hont da heul Gwilherm an Alouber en XIvet kantved.

Sant Alan, a oa kembreat a orin, zo bet pevare eskob Kemper er VIvet kantved ; un Alan ivez, a hevelep hini marteze, zo bet sant paeron Korle. Daou briñs breton zo bet anvet Alan : Alan Iañ a voe roue Breizh adalek 890 betek e varv e 907 hag Alan II (910952) a voe kentañ dug Breizh adalek 936 betek e varv[4],[5].

Remove ads

E brezhoneg

    • Berrstummoù : Lan, Lanig.
  • Evit ar merc'hed: Alana, Alanez.
    • Berrstummoù: Naig, Nezig.

E yezhoù all

Tud

Thumb
Alan IV, lesanvet Alan Fergant.
Thumb
Alan Stivell en Nürnberg, e Gouhere 2007.
Thumb
Alan, kanerez sinaat
Banniel Aostralia Aostralia
Breizh

Un anv kozh eo e Breizh, stankoc'h e Kerne, dre abegoù istorel. Anavezet eo an anvioù-tiegezh Allanig, Alanou, Allano, Alleno hag Abalan.

Krennamzer

XIXvet kantved

  • Alan Dumoulin, beleg ha yezhadurour
  • Lan Inizan (1826-1891), beleg ha skrivagner, oberour ar c'hentañ romant e brezhoneg

XXvet kantved

XXIvet kantved

Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

  • Alan Bates, aktour
  • Alan Bennett, skrivagner saoznek
  • Allan Octavian Hume (1829-1912), louzawour hag evnoniour
  • Alan of Lynn (war-dro 1348 – war-lerc'h 1423), doueoniour
  • Alan Moore (g. e 1953), senarioour bannoù-treset
  • Alan Price, bet ograouer gant The Animals, a-raok krouiñ Alan Price Set
  • Alan Rickman (1946), aktour
  • Alan Shearer, melldroader brudet e Newcastle United
  • Alan Sillitoe, skrivagner
  • Alan Turing, matematikour
Bro-C'hall Bro-C'hall
  • Allan Kardec : anv-pluenn ar gall Hippolyte Léon Denizard Rivail, "reizher ar speredouriezh", brudet mat e Brazil. Gouez dezhañ e vije bet e anv dezhañ pa oa drouiz e Galia.
Kembre Kembre
Banniel Perou Perou
Republik Pobl Sina
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Zeland-Nevez
Remove ads

Loened

Daou loen zo anvet Alan pe Alanig e brezhoneg : al louarn, met Alanig a vez graet anezhañ kentoc'h, hag Alanig kof ruz a vez graet eus ar boc'hruz war-dro Landreger.

Krennlavar

  • Ar broc'h a doull an douar / Hag Alanig a grog er yar.

Lennegezh

Lec'hanvadurezh

Liammoù diavaez

Pennadoù kar

Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads